Daou sav-boent diforc'h ha kenglokaus a gaver e yezhoniezh, pa vez dielfennet fedoù yezh. D'ur yezh en ur mare resis eus hec'h istor e tave ar studi kevadegel; ar yezhadur skol zo ur skouer eus ur sell kevadegel : diskouez a ra ar reoliekadur lakaet da stumm reizh ar yezh kelennet (kenyezh lennegel peurvuiañ, rannyezh a-wezhioù), hep pouezañ war ar c'hemmoù a c'hell bezañ c'hoarvezet abaoe he stadoù kent. Istor ar yezh an hini eo a vez meizet dre ar studi treadegel ha studiet e vez hec'h emdroadurioù (gerdarzhadurezh, soniadouriezh istorel, steroniezh, geriaoueg deveret, ereadurezh, hag all). Ar yezhoniezh keñveriet zo ur skouer eus ur sell treadegel. Ar meiziadoù kevadegezh ha treadegezh hag an enebiñ an eil ouzh egile zo deuet gant Saussure, anezhañ ar yezhoniour kentañ o vezañ graet un diforc'h sklaer etre an daou sav-boent. Lakaet eo bet an enebadur-se e pleustr e prederouriezh, gant aozerien evel Barthes ha Sartre. E bredoniezh an diorren e talvez an enebadur kevadegezh / treadegezh-se d'ar sell bihandiorroadurel (arnevez) pe brasdiorroadurel (diwar damkaniezhioù Jean Piaget).
Developed by StudentB